Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
EN ALAN AR MEURVOR
EN ALAN AR MEURVOR
Publicité
Derniers commentaires
Archives
13 janvier 2012

MORT ANNONCEE

N’eus na ne vo morse netra nemet traoù kozh dindan lagad an heol. A-viskoazh da viken e chom heñvel mouezh mab-den o teurel er vann yudadenn e zizesper hag e zigompren. Ha pa’z eo pell re griz azpediñ an anvoud distrad e c’halv war e skoazell Doue, na bout ma rafe anv anezhañ evit ar wech kentañ, na bout ma empennfe ar meiziad anezhañ evit ar wech kentañ.

“Bet on trist met bremañ ez eus droug ennon, emezi din en he brezhoneg diasur a argredan o tifaziañ petra bennak m’emañ-hi war-c’hed a gement-se diganin, drouk zo ennon pa’m eus klevet ur gwaz yaouank tri bloaz warn ugent oc’h azgoulenn E druez ouzh Doue ma tistano ennañ ar boan didorr.”

Diouzhtu p’he doa ma gwelet o tegouezhout e oa dedostaet dichipot da gaout un tamm divec’hiañ dre ode ar c’homzoù. Ha tra m’emañ-hi divrall o tibunañ ar gerioù kriz, ar gerioù yud, ar gerioù sklas dirazon, tra ma chom parfet ha diroufenn he dremm ez eo em daoulagad-me ez eus ur gourlennad daeroù o kinnig dic’hlannañ. Hag ar gerioù-e a vo din-me gerioù-kleizenn, gerioù mac’hom, hag a chomo da viken, o heskinañ.

He breur, yac’h ha dibistik c’hoazh, evit ur gwel, e miz Mezheven n’eo mui bremañ nemet ur c’horf distummet o tiwaskañ, ur c’hroc’hen stignet war ar boan, he breur en he yaounkiz splannañ c’hoazh a-raok an hañv n’eus kontet dezhañ nemet un toullad devezhioù buhez ken. Ar c’helenner a gav ken dinatur gwelet e studier yaouank o vervel digantañ ha tad pe vamm ur bugel, moarvat.

Din-me e oa ret ivez teurel gerioù er maez.

Publicité
Publicité
Commentaires
L
Iskis eo, pa n'em eus bet tro da gaozeal gantañ nemet ur wech pe ziv, -n'eus ket 9 miz !-, koulz lavaret bemdez e soñjan ennañ. ha bep tro e kavan, ya dinatur eo ar ger a zere. Dinatur.
Répondre
Publicité