Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
EN ALAN AR MEURVOR
EN ALAN AR MEURVOR
Publicité
Derniers commentaires
Archives
28 mars 2009

AR GWASK LIESKROG

Hiziv en deus graet an aotroù ac’hanon ur reuziad teusteukiñ e-keit m’edo an aotroù all o kas un tamm labour… gwrierezh. Dre ma oa an traoù o vont a-dreuz ganin, un disterdra, em eus ranket dizober ar pezh na oa nemet hanter c’hraet, dre chañs, hag implijout, e-sell-se, ur gwask lieskrog. Pa welis ar benveg troadet melen-aour em dorn e savas esmae enno.  Istor ar gwask-se zo eveek. Pa oan bet o welout Vladimir evit ar wech kentañ, en e di, dic’houzvez a-grenn an tamm ac’hanon war disoc’h an emwel-se, em boa bet ur gudenn gant gwerenn dor blenier ma c’harr hag a gouezhe d’an traoñ anezhi hec’h-unan. Gennet em boa tammoù kartoñs er faout d’he derc’hel gwintet met a-wechoù ez ae d’an traoñ memestra hag ur gwask am beze ezhomm neuze d’he adtapout. Vladimir a brestas din e wask lieskrog betekgouzout e kouezhe ar werenn war ma distro da Vreizh. Tro hor bo d’en em welout un eil gwech paneveken, a lâras neuze an eil pe egile, ha rentet e vefe ar gwask, sur. Biskoazh ne soñjas hini er gwask abaoe ha chom a reas ganin. Vladimir en deus adkavet anezhañ met en un doare na’m bije biken soñjet ennañ en deiz-se, dre vevañ en un tiad ganin.

Publicité
Publicité
Commentaires
Publicité