Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
EN ALAN AR MEURVOR
EN ALAN AR MEURVOR
Publicité
Derniers commentaires
Archives
12 décembre 2008

BREVE DE CATHEDRALE

(dindan bolzioù meuragantvloaziek Sant Kaourintin)

Furneza d’he mamm : Karagar, ma c’helenner brezhoneg.

Ar vamm : Ah, c’hwi ‘oar brezhoneg, met brezhoneg Diwan zo un tamm… lid-e-revr, me ’m eus desket brezhoneg war barlenn ma mamm.

Karagar : Mmm, mmm…

Ar vamm : Koant eo ba’r skol ?

Karagar : (goude hirsoñjal da vezañ sur ne oa ket o c’houlenn-hi gantañ hag-eñ e oa he merc’h ur plac’h koant ¡) Ya !

Ar vamm : Ma n’eo ket koant eo ret fustañ anezhi.

Karagar : (goude moustrañ war ar c’hoarioù-ger hudur o tont en e benn) ‘Rafen ket!

Ar vamm : C’hwi zo gwall yaouank d’ober skol vrezhoneg.

Karagar : (lorc’h ennañ) Yaouank, yaouank, pas ken yaouank-se koshoc’h on ‘vit ho merc’h !

Ar vamm : N’oc’h ket, c’hwi ‘peus ‘tro tregont vloaz.

Karagar : Muioc’h a lorc’h ennañ c’hoazh a lavar pe oad eo.

Ar vamm : Me ‘m eus c’hwec’h ha dek ha triugent (sic!).

Publicité
Publicité
Commentaires
C
ca va les chevilles?????:o)))))))))
Répondre
K
Tost e oan bet da vont, nemet em boa komprenet gant merc'h he mamm e oa un digoradur prevez. Keuz bras'm eus bremañ, pa'm eus c'hwitet war ur senenn evel houmañ!!!!<br /> "Lid-e-revr" !!!!!! c'hac'hac'ha!!!!!!!
Répondre
Publicité