Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
EN ALAN AR MEURVOR
EN ALAN AR MEURVOR
Publicité
Derniers commentaires
Archives
9 novembre 2007

ME 'GARJE BOUT BET UN DAÑSOUR

Bez ez eus ul lenner gorrek ac’hanon. Kentoc’h eget ar froud birvidant am c’hasfe herrek, evel ur vleñchennig war-neuñv,  eus an eil darvoud d’egile, e vourran gant red lizidant ar skrivañ ma’ z an divall a-zoug ar frazennoù ha ma choman luget ouzh darn anezho hag a ra din goursevel ma daoulagad diwar ar bajenn da rambreal, d’o merat em c’hlopennad, d’o fouezañ-dibouezañ, da gavout un astenn dezho em buhez speredel-me, em freder pe em santidigezh. Ma stumm-me eo da zougen bri da labour skrivañ an aozer.

Dec’h ec’hoarvezas kement-se ganin diwar ur frazenn eus « Sizhun ar breur Arturo ». N’ouzon ket perak met dic’houest e oan da genderc’hel kerkent gant ar skrid goude he lenn :

            « Ar Bed a zo anezhañ ur « fandango »… pe ur jabadao ha neb ne zañs ket a zo ur genaoueg. Ole!... – Me n’on ket eus ar Bed! - .

Publicité
Publicité
Commentaires
K
Kleg> Echu al levr, distroet e vo dit pa gari.
Répondre
K
An destennig-se a adlennin diwezhatoc'h ha ...gorrek ! Met an titl ! An titl-se a ditl ennon ken prim hag ul luc'hedenn ! Ha fentus eo, dec'h e oan o selaou "Le sacre du printemps" istitlet gant Stravinski "tableaux de l'esprit mystique de la Russie", pe un dra evelse. Hag an eñvorenn da zont din kerkent eus ar bam e oa bet gwelet ar "sacre"-se gant dañsourien Béjart (ha me 20 vloaz). Ar bed o c'henel, hag ar garantez, hag an holl nerzhioù a ra d'an den bevañ...Hiziv c'hoazh ne c'hellan ket selaou an tamm sonerezh gouez-se hep gwelet korfoù o fiñval. Ya, ar bed zo anezhañ un dañs, forzh pe hini e vefe !<br /> Na lenni ket re c'horrek memestra ? Mall ganin bremañ adlakaat ma fri el levr-se !
Répondre
Publicité