Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
EN ALAN AR MEURVOR
EN ALAN AR MEURVOR
Publicité
Derniers commentaires
Archives
13 décembre 2008

27 TRA

Pa glevan ur son garantez, me ha na raen ket ur van gwerso,

E teu poan din em bouzelloù evel diwar yun hirbadus,

Pa glevan ur vouezh flour o kanañ e yezh Breizh-Veur,

E tifluk ennon ur barr teneridigezh na gav tamm dispak,

Faezh ma ‘z on o vriata an digenvez, pevar devezh a ra ur beurbadelezh,

Me’ garfe ober seizh tra warn ugent ha na’m eus biskoazh graet,

Me’ garfe ober seizh tra warn ugent, ha me divarrek warno war veno an holl,

Ma’m c’harfe muioc’h c’hoazh.

Publicité
Publicité
Commentaires
K
Kleg > 150 pajennad !!! Kizidikoc'h-kisidikañ on ouzh galloud ha kevrin ar c'han er mare-mañ.
Répondre
K
Chom a ra al linennoù-se da zarnijal em fenn abaoe dec'h. Marteze peogwir e komzont din eus galloud hag eus kevrin ar c'han. Marteze peogwir em eus skrivet 150 pajennad o klask livañ un dra pa oa trawalc'h gant 8 gwerzenn !
Répondre
K
Ha petra vern dit meno an holl?
Répondre
K
Etre hirbad ha peurbad ez eus ur bed diziwezh, er gouzout a rez?
Répondre
Publicité