Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
EN ALAN AR MEURVOR
EN ALAN AR MEURVOR
Publicité
Derniers commentaires
Archives
13 juin 2008

STEREDENN AR GORNAOUEG

Noz eo anezhi. Stergannek eo an oabl. Diskar loar zo, nemet e vefe an adplanedenn gant he c’hresk. Un hanter gant zo da vezañ gwelet atav ha skedus, ur voem, gant an aer voull. Er Mervent din e spurmantan ar mor. Ken boaz ma’z on d’e welout ken ne veizan ket kentizh pegen marzhus eo. Ar mor a welan ha serret an noz pell zo. Gwenn eo, arc’hantek pa lavarin mat, gant adsked al Loar tra m’eo du-pod an oabl. Eilpennet ar bed evit ur c’houlzadig berrbad, goulaouek ar mor ha teñval an neñv.

Tost yen eo ha bazhadoù skêrijenn tour-tan Pennmarc’h zo ken splann ha biskoazh. Ha sed ur soñj o tiwanañ em spered, ur soñj na gomprenan ket ne’m befe ket e empentet a-raok. En deiz all, pa oamp bet, eñ ha me,  o vale dre kêrioù bihan hor parrez nevez, e oamp dibouket war an tevenn, tost d’ar C’hastell, ur bihanig a ledenez m’o doa graet ar C’halianed o difennoù evel e meur a lec’h all damheñvel er C’hap. Tro e oa e selloù war Gornôg pa oa ma re outañ. Diouzh ur pleg iskis deuet en e zaoulagad e ouzon en deus merzet un dra bennak. Sell, emezañ, e welout a reer. Ha me o treiñ ma fenn a-du gantañ. Da gentañ, trellet ma’z on gant mor ar Gornaoueg entanet gant heol an abardaez-noz, ne welan ur siseurt. Pa zeuan da voazañ e tamwelan ur vazhig teñval war an dremmwel. Tour an Enez.

Dizale, noz pe noz, e houarnvarc’hegin betek eno, un droadikelladenn bennak hag e vin erru. Hag e vamin o sellout, a gen tost d’ar gêr, ouzh tour-tan an Enez.

Publicité
Publicité
Commentaires
K
Eus un diskleriadenn garantez d'eben, hag houmañ gwrionez enni, koulz evit an den hag evit ar vro, hag e brezhoneg ouzhpenn ... Gwel' ran e rez da vad eus eurioù-labour didalvoud !<br /> Fentus eo, pa vezan war hun diwezhat en noz, ha dirak ma daoulagad an tric'horn bihan mor a zo roet din, e soñjan a-wechoù ez eus marteze un all, pelloc'h er su, o vamiñ dirak un arvest damheñvel.
Répondre
Publicité