Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
EN ALAN AR MEURVOR
EN ALAN AR MEURVOR
Publicité
Derniers commentaires
Archives
1 novembre 2007

TONKET D'AR MOR HAG EN E ZLE

Plegañ d'an tonkad? Ne rafen ket, 'vat. Krediñ a ran lavarout zoken em eus bet graet meur a winkadenn d'e strilhañ, da reiñ avel a-benn dezhañ. Met ar mor, ar mor bet o vagañ holl hunvreoù savetaus ar yaouankiz diwar skeudennoù gwenn-ha-du ar C'hap Sizun, ar mor lezet sioulik da darlipat ma c'houstiañs pa'm boa e lezet war gousk em buhez, lezet e go evit lavarout gwir, rak sed emañ hiziv koeñvet par d'ar gwellañ toaz, ar mor bet o kelc'hiañ ar garantez o kellidañ evel evit sonnañ an ampoent burzhudus er peurgened, ar mor staget dre e vurzhud ha diremed an den a garan ouzh ma bro. Ya, ar mor, pegen blot plegañ d'an tonkadur ma tiskouez bezañ strinkadenn takennouigoù sall, pebezh trugar plegañ dezhañ evel ma karer a-wechoù gwanañ gouzañvus dindan pouez ur c'hariad.

Publicité
Publicité
Commentaires
K
Kaerat souezhadenn erruout amañ, evel tizhet a-benn ar fin ur porzh klet goude un hir a dreizhadenn, o tigeriñ pep pajenn gant mil diarbenn, o klikañ ken ankeniet hag ur martolod e-touez ar c'herreg...evit lenn an dra-mañ !<br /> Ur santad zo hag a zeu din bewech ma 'n em gavan dre sourpren gant ur skrid fromus, war un dro e soñjan "Me c'hellje bezañ skrivet an dra-mañ" ha kentizh "Ne 'm bije ket kavet ar gerioù rekis". Drol, neketa ? <br /> Ur gerig c'hoazh war an talbenn : brav ken-ken ! Met gortoz gwelet pa 'm bo un urzhiataer a z'aio en-dro !
Répondre
Publicité